An askouezh Enporzhiañ PDF a ro tro deoc'h enporzhiañ ha daskemmañ an teulioù mod PDF. Gant ar mentrezh "restr hiron mod PDF/ODF" e vez tizhet an disoc'hoù gwellañ gant ur spister 100% e-keñver ar pajennaozañ. Gweredekaet e vez gant an askouezh-mañ ar mentrezh "restr hiron mod PDF/ODF" ivez. Ur restr hiron mod PDF/ODF a dalv d'ur restr mod PDF enni ur restr tarzh mod ODF enkorfet. Digoret e vo ar restroù hiron mod PDF/ODF e LibreOffice evel restroù mod ODF hep tamm kemm war ar pajennaozañ.
